|
Ar maouezed e Breizh : etre dec’h hag an deiz a-hiriv ur plas dreist
ar re all ?
Les femmes en Bretagne : d’hier à aujourd’hui une
place privilégiée ?
Ti ar Vro Kemper
Prezegennoù digoust a vo kinniget bep mintin etre 10e ha kreisteiz e
Ti ar Vro Kemper. Ur programm filmoù savet gant Daoulagad Breizh evit
mont pelloc’h er preder a vo kinniget da 3e (3€ evit bep film hag
10€ evit ar 5 film).
Esplanade Famille Gabaï - entrée par la rue Jean Jaurès.
> Lun / Lundi 19 :
10e-kreisteiz / 10-12h :
Beli ar vamm e Breizh, mojenn pe gwironez
Le matriarcat breton, entre mythe et réalité
3e GK /15h FILM : Leon, Henry et Jo, de Charles Véron
Teulfilm/ Documentaire / 1996 / 52mn / Vidéo / Couleur /
Skouerioù "beli ar vamm" ensavet ha gwastus eo an tri breur-mañ
: adsavet eo bet ganto ur familh a vev war ar pemdez gant melkoni Leon, an ivoul
a zo e Henri ha prantadoù dilavar moulbenneg Jo.
Archétypes d'un "matriarcat" institué et dévastateur,
les trois frères ont reconstitué une cellule familiale dont le
quotidien se décline au gré de la mélancolie de Léon,
du caractère passionné d'Henri et des silences renfrognés
de Jo.
> Meurzh / Mardi 20 :
10e-kreisteiz / 10-12h :
Ar maouezed e bed ar sevenadur hag ar muzik : un diviz gant an oberourezed war
an dachenn
Les Femmes dans la culture ou la musique bretonnes : un débat avec les
actrices de terrain
3e GK / 15h FILM :
2 film faltazi gant Marie Hélia / 2 films de fiction de Marie Hélia
"La Femme Serpent" - 2008, fiction, 38’, 35mm - couleur
Leïla a zo 26 bloaz hag a orin a vro Liban a zo o paouez tapout broadelezh
gall. Distreiñ war he pasoù ha klask a he faperennoù kozh
hag hec’h istor personel, elfennoù douaret en ur c’hoad er
Reter…
Leïla, 26 ans, d’origine libanaise, vient d’obtenir la nationalité
française. Elle retourne sur ses pas, à la recherche de ses anciens
papiers et de son histoire personnelle, enterrés dans une forêt
de l’Est…
"Les princesses de la piste" - 2004, fiction, 37'00 - 35 mm –
couleur
Katia ha Céline a ya da riboulat ur Sadorn noz e Brest. Kavout a reont
ur frazenn skrivet : "An holl maouezed a zo gante ar gwir da gaout karantez",
hag un niverenn telefon ouzhpen. Gervel a reont hag e tegouezhont gant ur serten
Jean-Marc, marc’hadour heoliennoù...
Katia et Céline partent en piste un samedi soir à Brest. Elles
trouvent une inscription : "Toutes les femmes ont droit à l'amour",
plus un numéro de téléphone. Elles appellent et tombent
sur un certain Jean-Marc, vendeur de véranda...
> Merc’her / Mercredi 21
10e-kreisteiz / 10-12h :
An embregerañ hag an intrudu gant ar maouezed e bed al labour hag an
ekonomiezh
Femmes dans le monde du travail et de l’économie
3e GK / 15h Film : Matezh gant / par Thierry Compain
Bretagne Documentaire, 2005, 26 min, Breton STF
Lakaet par gant o zud da vugale a re da vagañ, milliadoù a Vreizhadezed
yaouank a zo bet implijed evel mithizien e ti ar bourc’hizien, e Pariz
ar bloavezhioù 50. Lakaet da labourat noz deiz, o kousket e kambreier
bihan toud, o deus bet da stourm da virout ma vefe graet goap outo. Ne ouezer
ket awalc’h betek pelec’h "Bécassine", plac’h
sod, pennek ha soubl ar vandenn tresset, he deus sikouret da ziaesaat c’hoazh
buhez an dimezelled yaouank-mañ. Andrée, Hélène
ha Céline a deu soñj dezho eus ar prantad-se gant kalz a fromm.
Considérées par leurs parents comme des bouches en trop à
nourrir, des milliers de gamines bretonnes ont été employées
comme bonnes à tout faire, dans le Paris des années 50. Corvéables
à merci, confinées dans des chambres exiguës, elles durent
se battre pour ne pas être humiliées. On ne mesure pas combien
"Bécassine", ce personnage de bande dessinée, caricature
de domestique niaise, bornée et docile contribua à rendre la vie
de ces jeunes filles plus difficile encore. Andrée, Hélène
et Céline se souviennent avec force et émotion.
Piti, piti, piti… chou ! gant / de Sébastien Le Guillou
France 3 Ouest / Bretagne / 2007 / 13 min / Vidéo
An hañv tremenet : implijadezed eus ti Tilly-Sabco a zo o teskiñ,
dre an tele rannvro, e vo 125 deus outo a gollo o labour el lazhti-se. Merzhet
e vez an trubuilh e-touez an implijidi. En em c’houlenn a ra ar vicherourien
hag-eñ e paouezo aze pe hag-eñ n'eo nemet ur c'hrogad kentañ.
Ar maouezed hag an dud a-us da zaou-ugent vloaz, dreist-holl, a zo ankeniet
hag en em c’houlenn a reont penaos 'vo an dazont evite : petra all a c’hellfent
ober e Gwerleskin ? Filmet en deus Sebastien Le Guillou ar micherourezed en
o endro pemdeziek hag enrollet en deus o zesteni, en ur ouzhpennañ un
tamm fent mod Treger.
Des employées de chez Tilly-Sabco, l’été dernier,
suivent à la télévision régionale l’annonce
de 125 licenciements dans leur abattoir. L’inquiétude est perceptible
au sein du personnel. Les ouvriers se demandent bien si ça s’arrêtera
là ou si ce n’est qu’une première vague. Les femmes
de plus de 40 ans en particulier sont inquiètes et se demandent de quoi
leur avenir sera fait : que pourraient-elles donc faire d’autre à
Guerlesquin ? Sébastien Le Guillou a filmé ces ouvrières
dans leur environnement quotidien et capté leur témoignage, en
y mettant une petite dose d’humour à la trégoroise.
> Yaou / Jeudi 22
10e-kreisteiz / 10-12h :
Skrivañ ha lenn : maouezed el lennegezh e Breizh
Ecrire et lire : Les femmes en littérature en Bretagne
3e GK / 15h Film : Quand les femmes ont pris la colère, gant / de Soazig
Chappedelaine
Teulfilm / Documentaire / 1977 / 1h16 / Vidéo / Couleur /1975 :
Uzin Tréfimétaux e Koeron, banlev Nanoned. Ur grev boutin a sav
er pen-kentañ evit souten goulennoù ar c’hopridi. Evit diskouez
unaniezh gant o fried e grev e vez aloubet burev ar rener ha dont a reont a-benn
dindan div eurvezh da dapout ar pezh a oa nac’het diabaoe meizhioù…
Usine Tréfimétaux à Couëron, banlieue de Nantes. Une
grève classique au départ, pour soutenir les revendications salariales.
Pour marquer leur solidarité avec leurs maris en grève, des femmes
de travailleurs envahissent le bureau du directeur et obtiennent en deux heures
ce qu'on leur refusait depuis des mois…
> Gwener / Vendredi 23
10e-kreisteiz / 10-12h :
Maouezed er politikerezh : diviz ha taol-grenn gant merc’hed dilennet
Femmes en politique : débat et table ronde avec des élues
3e GK / 15h Film :
(ha diviz tro dro da blas ar merc’hed e treuskas ar brezhoneg / et débat
sur la transmission du breton)
O seizh posubl… de Soazig Daniellou
2008 / 52min / Vidéo / Couleur / VO /
breton ST français - 1997 evit arwech kentañ e kase ar gevredigezh
Diwan skolidi d’ar vachelouriezh. Alan, Bleuenn, Maela hag ar re all a
zo tost tregont vloaz hiziv. Pep hini en deus toullet e hent ken keñvermicher,
ken keñver buhez prevez. Petra o deus graet ha petra a fell dezho ober
gant ar yezh a zo bet fiziet enno. Petra eo ar brezhoneg bremañ evito?
Un teñzor, ur chañs, ur samm? Ha prest int, evel o zud, da gas
o sevenadur warraok ? Gant skeudennoù bet tapet p’edont c’hoazh
er skolaj hag el lise ha skeudennoù a-vremañ e klask ar film heuliañ
an hent dibabet gant pep hini, an holl anezho o lodenniñ abaoe o bugaleaj,
ul liamm bev ha start, hini ar yezh.
En 1997 l’association Diwan présentait au baccalauréat les
premiers élèves à avoir effectué toute leur scolarité
en breton. Aujourd’hui Alan, Bleuenn, Maela et les autres ont bientôt
trente ans. Ils ont tous un métier. La plupart vivent en couple. Certains
ont des enfants. Qu’ont-ils fait et que veulent-ils faire de la langue
qui leur a été confiée? Le breton leur apparaît-il
comme une chance, un fardeau ou bien les laisse-t-ils indifférents ?
Sont-ils prêts à se battre comme leurs parents pour la survie de
leur culture ? Le film qui mêle images d’hier et d’aujourd’hui,
s’approche au plus près de l’intimité de parcours
personnels liés à une expérience commune forte vécue
dans l’enfance.
|